Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
ar gwilhaoued alaouret

Da greisteiz e tigaser e lein d’ezañ, ha chom a ra e-unan gant ar gwilhaoued betek an abardaez-noz. Neuze e tap e c’houitell, e c’houez ennañ, hag int da zont d’e gavout ha da vale dirazañ, evel eur vandenn gwayed ! (gwazi).

Mantret eo tud an tiegez ouz e welout o tont gant al laboused.

« Graet mat eo da labour, » eme ar mestr.

« O ! n’eo ket diaes ivez. »

Koania a ra Yann, hag an ozac’h d’e wreg :

« Penaos en deus graet ? »

« N’ouzon dare avat. Gouzout a rankimp. Ma kasfemp hor merc’h warc’hoaz da welout ? »

Hag, antronoz, e ya ar verc’h da gas lein da Yannig.

« Penaos, » emezi, « e c’hellez mirout outo da vont kuit ? »

« Gant ar c’houitell-mañ. Sell. »

Hag e sut, hag ar gwilhaoued a zo holl en e gichen.

Hag ar verc’h d’ar gêr, hag e tispleg kement-se d’he zad ha d’he mamm.

« Kaout ar c’houitell a rankin, » eme ar vamm.

Deuet Yann gant ar gwilhaoued, ar mestr a c’houlenn outañ prena ar c’houitell digantañ.

« Ne werzin ket anezañ, » eme Yann.

« Ma ! » eme ar wreg outi he-unan, « kousto pe gousto, ar c’houitell-se am bezo. »

Hag antronoz ez a he-unan da gas e lein da Yann.

« Mont mat a ra ganez, Yannig ? » emezi.

« Ma ’z a ker mat ganeoc’h, mestrez ? »

« Penaos e virez ouz ar gwilhaoued da vont kuit ? »

« Gant ar c’houitell-mañ. Me a c’houez enni, ha raktal e teu al laboused d’am c’havout. »

Hag ober a ra kement-se.

« Gwir eo, » eme ar vaouez. « Evit pegement e roï ar c’houitell d’in ? »

« N’emañ ket da werza. »

« Ugent real a roin d’it evitañ. »

« Ne roin ket anezañ. »

« Hanter-kant lur ? »

« Ne roin ket anezañ. »

Hag hi d’ar gêr. Heñ a zastum ar gwilhaoued hag a ya ivez.

Antronoz, ar verc’h adarre a zigas e lein da Yann.

« Va mamm he deus lavaret d’in dont, » emezi.