Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
konchennou

vez o kavout abeg ennoun. Lakait eur penn-gavr d’ezi ha ra chomo ganti e-pad eur sizun penn-da-benn. »

« A vezo graet. »

Hag Ael en hent, war e varc’h, hep soñjal an distera e komzou an den koz. Pa zigouez er gêr e wel tud o c’hoarzin skiltrus er c’hastell, lod-all o ouela dourek.

« Petra an dra-mañ ? » emezañ d’eur mevel.

« Eur sorser bennak a zo bet en ti e kambr ar rouanez, ha cheñchet en deus he fenn d’ezi. Eur penn-gavr a zo outi bremañ. Mantrus eo ! »

« Setu eun dra nevez avat ! Ma vijen bet er gêr, em bije troc’het e benn ouz ar sorser milliget gant va c’hleze hir. »

Poan-galon en deus ar roue. Gervel a ra ar Fur d’e gavout hag heñ d’ezañ :

« Penaos eo c’hoarvezet kement-se gant ar rouanez ? »

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue : eun taol strobinell bennak a rank beza. »

Mab ar roue ne ziskouez ket e oar petra a zo penn-kaoz d’an tabut-se, hag antronoz-vintin, e-giz kustum, ez a darre da c’haloupat war gein e varc’h. Ha prestik emañ war ar grec’henn edo an den koz warni en derc’hent. Bez’ emañ eno adarre, hag heñ da Ael :

« C’hoari a rez hirio adarre ? »

« Memes tra, tad koz. »

« Ha bet ac’h eus gouestl ar glaoustre, dec’h ? »

« Rik ha rak. »

« Memes klaoustre hirio adarre ? »

« Mat. »

…Ael eo a c’hounez.


« Petra ’rin evidout ? » eme an den koz.

« Va zad, roue Poher, a zo eur park a bemp devez-arat adreñv e gastell. Ra vezo karget a saout a bep ment, a bep liou hag a bep oad. »

« Graet a vezo. »

Hag Ael war-du ar gêr. Eur bern medisined brasoc’h, gouiziekoc’h an eil eget egile, a zo o louzaoui e lezvamm. Ober vad d’ezi ne c’hellont ket avat.

Antronoz, mintin mat, setu ar paotr-saout o vont da gaout e saout da vaez. Kemennet e oa d’ezañ just kas anezo d’ar park, a-dreñv ar c’hastell. Boemet e chom o welout loened-korn er park, ken start eno ha beleien vihan en eur varrikenn,