Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
KONCHENNOU

kas Rozenn, Houarn hag an holl dud-all. Hag int enni, ha yao war-du ar gêr.

Ar c’hornandon a chom en enezenn, mestr meur war an holl draou eno.

N’eo ket eur vuoc’h treut nag eur pemoc’hig hepken eo e bren Houarn. Ar barrez a-bez a zeu da veza d’ezañ ha d’e Rozenn garet, goude ma voent eureujet gant an aotrou person. An dud a zo deuet ganto eus an enezenn a zo koumanantet bep a atant d’ezo. Hag holl e voent eürus pell-pell ha keit-all c’hoaz.

Courrier du Finistère,
here 1906.