Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
KONCHENNOU

« Teir gwech ? »

« Nann ! nann ! nann !!! »

« Em sac’h, paotr an alc’houez ! »

Ha Sant Per a zo e sac’h Yann. Hemañ a samm anezañ war e gein, hag a ya e-giz-se er Baradoz.

C’hoarz a zo war Sant Per. Heñ a c’hoarz ivez. Ha Yann a chom e ti Doue, hag eno emañ c’hoaz ma n’eo ket deuet er-maez.

Kroaz ar Vretoned,
meurz 1905.