zo eno. Kavet en deus ar c’hloc’her kaez o krena gant an aon ha gant an naon.
« Aotrou person, » emezañ, « c’hoant… dibri am eus. »
« Goude ar gousperou ! »
Hag ar c’hleier o zrede kloc’had.
Prosession a vo ivez, ha dao eo diskenn ar sant da lakaat war eur c’hravaz a beder brec’h, arc’hantet kaer ha kizellet ker kaer-all. Ker eo bet koustet, met petra eo an dra-mañ da Lokeored ? Paohir ha daou-all a grog er sant. Paohir a stok e zaouarn ouz re ar sant hag a gav ar re-mañ klouarik, unan eur biz kamm ennañ. Pikou panez a wel ivez war e dal, hag heñ :
« Me a roio daou wenneg d’an hini a lavaro d’in pelec’h emañ Bertele ! Ha ma n’eo ket hemañ Bertele, me a ro va buhez da… ! » Gouzout a rit da biou.
Kredi anezañ a ra an holl. Met pa lavar an aotrou person tevel e tavont. Ha pevar baotr yaouank a grog er c’hravaz. D’ar mare-mañ eo e vez kustum ar merc’hed da gas ar gwasa ho spilhou en dro. Ar rumm kenta a zo fur. Ar re donius avat hag ar re dagnous a vunt an eil war eben ken ez a spilhou e troad kleiz ar sant kaez.
« Difoeltret va zant nevez | » eme an aotrou person. « Chomit peoc’h eta ! tud divergont a zo ac’hanoc’h ! »
« Ar c’hiz koz, ar c’hiz wirion ! » eme an dud.
Hag ar spilhou a ya en-dro !
Ken… hep ! ar sant kuit.
« Beo ar sant ! » eme an dud.
« Beo ar sant ! » eme an aotrou person.
« Beo Bertele ! » eme Baohir.
« Beo Bertele ! » eme an dud.
Ha brasoc’h reuz e iliz Lokeored eget e marc’had ebet morse.
C’houi a gav d’eoc’h, emichañs, n’eus prosesion ebet ? O ! eo, unan a zo : hini an dud war-lerc’h ar sant.
An dud a lavar :
« Beo eo ! »
« Beo eo ! » a respont ar person.
« Resurrexit ! » eme an tad.
Kaer a zo furchal bourc’h Lokeored e kement korn, den ne gav Bertele.
Ha jabadao war al leurgêr betek hanternoz bennak, Paohir a son taboulin Bertele, hag ar re-all oc’h ober cholori warnañ