Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


V.

Ar skrijou savet gant unan euz ar Genvreudeur ha roet d’ar Vreuriez gant-han, a vezo moullet diwar he c’houst hag a vezo miret gant-hi.

VI.

Beb bloaz e vezo moullet eul leorik great gant labouriou ar Genvreudeur, hag el leorik ze e vezo kavet ann doare euz a gement a vezo tremenet er Vreuriez e pad ar bloaz. — Al levr ze a vezo kaset d’ann holl Genvreudeur.

VII.

Eur Rener a vezo hanvet evit eur bloaz hepken war eun dro.

VIII.

Ar Rener, pe an eil Rener, ha gant-han c’houec’h Kenvreur a roio kuzul, pa vo ezomm war ar pez a zell ouz ar Vreuriez.

IX.

Eunn Tenzorer a vezo hanvet, ha da-hen-nez e roio pep Kenvreur he ugent real ar bloaz.

X.

Beb bloaz e vezo kanet eunn oferen evit ar Genvreudeur tremenet, ha great eur pennad skrid el levrik evit derc’hel sonj anez-ho.

XI.

Ann Aotrou Godefroy Brossais Saint-Marc, Arc’heskop Roason, a zo bet hanvet gant ann holl Varzed Rener a enor evit bepred, e Breuriez Breiz-Izel.