Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

evit difenn he vro. Ar prins iaouank a voa eur paotr stard hag a galoun ; pa glevaz petra a voa ne d-eaz ket war a-dre, petra-bennag ma voa rankout d’ezhan mont dioud he bried ha lezel anezhi er gear gant he dad. He-ma, ar Roue koz ma, a voa eunn den euz a re wella : evelato ar prins a lavaraz d’ezhan taol evez n’a c’hoarvesje drouk e-bed gant he bried iaouank. — « Ne raio ket, n’as pez ket a aoun rak kement-se, ha gant ma c’helli en em viret da-unan dioc’h ar Zaozoun koulz ha ma vezo hi miret dioc’h pep drouk gan-en, ec’h en em welimp hep dale laouen hag euruz. » — Lavaret mad a rea ann tad ; he-man a gare re he verc’h-kaer evit gouzanv ann distera poan da zont d’he c’haout.

Ar prins iaouank a voa eat eur miz pe zaou a voa euz ar gear, hag he bried a iea bemdez da ober eunn dro-vale dre al liorz gant he zad kaer. Henori a daole evez oc’h peptra, evit anaout ann ardemez dre enô. Eunn dervez e savaz a-bred hag ez eaz d’al liorz ; ann mor a voa digor hag hou-man dioc’h-tu ac’hano, gant hi ar c’hleze e devoa bet digant Morgan. Mont a ra da di eur miliner a voa eno tost hag e c’houlen eur marc’h digant-han. Ar miliner a roaz d’ar c’hrek iaouank eur c’hoz marc’h en devoa eno er c’hraou hag hi ha mont war he gein ha iao kuit. Kaer e devoa klask lakaat he marc’h da vont buan, ne rea pep gammed nemet koueza war he benn. — « Sadama eur c’hoari vrao am beuz-me kavet ama, eme ar brinsez, mar talc’hann-me he-man, ne d-inn ket a-bell, feteiz ! Deport, eme-z-hi, aze zo eur prad glaz ; hag hi ha disken eno ha leuskeul he marc’h er prad. Hou-man a c’houie er-vad petra rea ha ne vije ket bet eat euz ar gear, ma ne divije ket gouezet petra voa nerz he c’hleze-falc’h. Perc’hen ar c’hleze-ze n’en devoa nemet gou lenn evit kaout. Ar brinsez a anaveze ann dra-ze hag a lavaraz : — « Dre va c’hleze, ra ve ama dioc’h-tu ar c’haera marc’h a zo bet biskoaz ! » — Ha setu eno eur marc’h euz ar seurt

7