traou-ze gant doan war he spered, pa glev dor ar chapel, en doa prennet mad diabarz, o tigeri enn eunn taol hag o tont dira-z-han ker, kaer hag ann heol pa vez o c’houlaoui ann deiz, he c’hoar a laka anezhan da spounta. — « Mar d-oud spez va c’hoar, eme Herri, deut d’am c’herc’hat da vont d’he c’haout, deut mad ra vezi ! Hast-affo digas ar maro d’in ! » — « Ro peoc’h, va breur, eme-z-hi, me ne ket eur spes ounn, da c’hoar a-vad korf hag ene hag evel m’as peuz anavezet a nezhia-viskoaz. Atao ounn beo, n’as pez ket aoun eta ; klevet em beuz pegen truezuz eo da stad ha deut ounn d’as parea. Neuze ann denn iaouank a lamm da boket d’he c’hoar, brema eur barr kaeroc’h evit na voa a-raok ; meska he zaelou a ra gant he re, enn eur lavaret dezhi : — « Euz a be-leac’h e teuez-te, va c’hoar ger ? » — « Kleo, eme-z-hi, me a ia da lavaret d’id ; da c’hortoz a-vad, va breur, deuz d’in da c’har, ma welinn petra a c’hoari gant-hi. » — Neuze hou-ma a denn euz he godell daou vigorn kaer evel arc’hant, a laka anezho war eunn dousier lien gwenn-kann a voa gant-hi hag o veza dizoloet gouli he breur e lavar d’ezhan : — « Lez ac’hanoun brema ; enn eur labourat me a lavaro d’id kement a zo bet c’hoarvezet gan-en, abaoe ma ’z omp bet eat ann eil dioud egile. Neuze, ar plac’h iaouank a walc’h ar gouli hag a denn anezhan al lin-c’hoad, gant ann dour a laka da zivera euz a unan euz ar bigorned arc’hant hag e lavar evel-hen : — « Goude ma voaz eat kuit, pa voe aozet ar lestr, ni a ieaz ivez ; hag eat eur pennad-mad me a gouezaz klanv gant ann drouk-mor. Va magerez hag he merc’h a lavaraz d’in neuze tostaat oc’h eunn tu d’al lestr evit plega va fenn ha taol er mor ar pez a rea poan d’in. Heuilla ho ali a rejounn hag eur pennadik goude e voenn taolet gant-ho ho diou er mor war va fenn. Enn eur goueza e rejounn eur skrijadenn hag e kolljeunn evit doare ar skiant ac’hanoun va-unan, rak ne c’houflenn ket lavaret petra a c’hoarvezaz gan-en, ken a
Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/40
Neuz