Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —



N° 81. — Eun Doue a deu d’ho kervel.
War an ton N° 78.


1. Eun Doue a deu d’ho kervel
Ha da ofr d’ac’h ar pardon,
Diredet d’an ilis zantel
Da rei d’ezan ho kalon.

Diskan.

Diredomp eta, kristenien,
Zentomp ol ouz mouez Doue,
An deiou-man d’ar bec’herien
Vo pareet o ine.

2. Pel amzer zo e oa Jezus
Ouz ho klask e peb fezon :
Hirie e zorn trugarezus
A sko c’hoaz war ho kalon.

3. Digor eo divrec’h hon Zalver
D’ho stardan gant karante,
E vrasan joa eo digemer
Ar pec’her pa chanj bue.

4. Chadennou poner ha mezus
Abouez warnoc’h marteze,
Tec’het ec’h euz pel euz Jezus,
Distroët en han-Doue.

5. Digenac’h netra na c’houlen
Nemet ho polonte vad,
Ha lakat fians ’n ho peden
O sonjal ema ho Tad.

6. Warnoc’h ol zouden e skuillo
E sklerijen aneve,
En ho kalonou e c’houezo
An tan euz e garante.

7. Gwerc’hes Vari, Mam a drue,
Beniget hon mision,
Roet kikour d’ho pugale
Da voalc’hi net o c’halon.




N° 82. — Poent braz eo d’ac’h, pec’her.
War an ton N° 82.


Diskan.
Poent braz eo d’ac’h, pec’her, Distrei ouz ho Salver.
Poent bras eo d’ac’h, pec’her, Distrei ouz ho Salver.

1. Penoz vid eur blijadur dister
A gaver e-bars ar pec’het,
E tilesfec’h Doue ho Krouer.
Hag e heuilfec’h an drouk-speret !