Vit an Ilis hon Mam, ni ho pedo hirie.
2. Ar bed hag an ifern unanet gant ar gounar,
Ra brezel d’an Ilis, dre-ol war an douar :
Mes hoc’h hano, Mari, a spouron an drouk-speret ;
Da zifen an Ilis, zavet eta, zavet ! (bis).
3. M’ho kwel, Ilis, ma Mam, vel gwejal lestrik zant Per,
Losket war eur mor dôn hag a-dreuz d’ar rec’hier :
Ar gouagenou a groz, dre-ol zo tevalijen ;
Stereden euz ar mor, digaset sklerijen. (bis).
4. An Ilis er bed-man, vel Jezus, a gers ziouaz !
Spern war he fen zantel, war he diouskoua eur groaz :
Mari, c’houi a heuille Jezus beteg ar C’halvar,
Bezet gant an Ilis pa ’z eo leun a c’hlac’har. (bis).
5. Bezet ive, Gwerc’hes, gant an hini zo hanvet
Tad an hol gristenien, Pastor an ol denvet,
Sturier braz an Ilis, ha vikel Jezus ho Mab ;
Zikouret, o Mari, hon Tad-Zantel ar Pab ! (bis).
6. Hon Tad-Zantel ar Pab, gantan ar Spered-Zantel,
En deuz bet diskleriet, vel gwejal Gabriel,
Hoc’h bet karget a c’hras ha konsevet hep pec’het :
Evit ar Pab breman, pedet, Mari, pedet ! (bis).
7. An Ilis hag ar Pab gant an ol zo dilezet :
D’an Ilis ha d’ar Pab ni zalc’ho, Bretonet !
Er mèz euz an Ilis n’euz ken nemet ar maro :
Miret eta, Mari, an Ilis en hon bro ! (bis).
Rei a reomp daou-ugent de induljansou da gement hini a gano ar c’hantik-man gant devosion.
† AOGUSTIN, Eskop Zan-Briek ha Landreger.
(Tennet euz Leur Bugale Mari).