1.Rouanes vraz an Envou a zo hon Fatrones,
En despet d’hon pec’hejou d’hon zempladures.
Diskan.
C’houi zo bet, Gwerc’hes Vari, Mam vad hon tadou-koz :
Plijet genac’h warnomp ol skuil ive ho penoz !
2. D’he meuli pa vemp dinec’h aman e tiredomp,
Ha da ouelan dirak-hi pa gouez anken warnomp.
3. Nag a glenvet ineou, nag a boaniou speret
A zo bet aman ganti ’n ec’h ilis pareet !
4. Pegen dous eur blijadur a garg hon daoulagad
Dal ma welomp ti hon Mam kuzet e mesk ar c’hoat !
5. Hon c’halon a drid enomp o klevet, dudius,
Mouez he c’hloc’h teir gwej bemde o son an Angelus.
6. Paour ha pinvik e teskomp abred d’hon bugale
Anavet ha zerviji Rouanes an Ele.
7. Talvoudusoc’h a vo d’he hag eürusoc’h ive,
Kerzat eün en he lezen evit dastum leve.
8. Ar c’hroadur a gar Mari enem blij gant e dud,
O poanial er gêr gante pel euz goual-skuer ha brud.
9. An den iaouank he chilaou ve gwel gantan mervel
Evit offansi Doue dre eur pec’het marvel.