Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —


N° 52. — Pegen kaer ez eo Mam Jezus !.
War don : Enor ha gloar N° 23.


Diskan :
Pegen kaer ez eo Mam Jezus,
Pegen dous ha trugarezus,
Pegen mad ha madelezus !

1. Lavar d’in-me, den an Arvor,
Ha ken kaer eo da vag war vor,
Gant he goueliou gwen-kan digor ?

2. Lavar d’in-me, den an Argoat,
Ha ken kaer deliou glaz ar c’hoat
Pa zeu an heol splan d’ho sklerat ?

3. Lavar d’in-me, den an Are,
Ha ken kaer eo lein ar mene
Gwen-kan gant an erc’h d’ar beure ?

4. Lavar d’in-me, potr an denvet,
Hag hen zo stereden ebet
Ken kaer en noz steredenet ?

5. Laret d’in me, tud ar mejou,
Ha ken kaer eo ar glazenou
O lintri gant ar glizenou ?

6. Laret d’in-me, bugaligou,
Er prajou o kutuill bleuniou.
Ha bleun ken kaer zo er prajou ?

7. Nag en Arvor, nag en Argoat,
Er menez, en oabl, nag er prad,
Netra ken kaer, netra ken mad.

O. de la Villemarqué.




N° 53. — Mari hon Mam garantezus.
War don N° 53.


1. Mari hon Mam garantezus,
Ah ! tolet eur zel truezus