Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


N° 46. — M’ho kar, Gwerc’hes.
War an ton : L’encens divin, N° 46.


1. M’ho kar, Gwerc’hes, hag a dezir ho karet
Evel ma re ma Zalver er bed-man ;
M’ho kar, Gwerc’hes, ebars ma c’halon bepret,
Goude Jezus, d’ac’h vo ar plas kentan,

Diskan.
Mari, ma Itron, Ma c’harante,
Renet em c’halon hag en noz hag en de !

2. M’ho kar, Gwerc’hes, rak me glev war ar C’halvar
Ar Groaz ec’h euz glebet gant ho taërou
O laret d’in : Ar Werc’hes ive da gar,
Pa ro he Mab evit da bec’hejou.

3. M’ho kar, Gwerc’hes, ha genac’h ez on karet,
Pebes eurvad, pebes tensor d’in-me !
Nag a c’hrasou dre ho taouarn beniget
D’an neb ho kar a zisken euz an Ee ?

4. M’ho kar, Gwerc’hes, lies dirag hoc’h oter,
D’ac’h ma c’halon a gontas he foaniou ;
C’houi roe d’in ners ha fians, Mam dener,
Mari, ma Mam, c’houi zec’he ma daerou !

5. M’ho kar, Gwerc’hes, hag evit ma vin karet
Em ol amzer, genac’h-hu mui-ouz-mui,
Me a viro ma ine kez a bec’het,
Ha na garin nemet Jezus ha c’houi.

Miz Mari an O. Cabec.