Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


1. Ho pezet zonj, o Mam dener,
A goms divezan ho Mam ker,
Pa oe war ar Groaz astenet
Ha prest da rentan e speret.

2. Jezus da zant Ian a lare ;
« Setu breman da vam aze »,
Ha d’ac’h e lare, o Gwerc’hes :
« Ho mab veldon a vo henes. »

3. C’houi oar erfad, n’eo ket hepken
An diskibl a oe ’n ho kichen,
Mes ni ol ouspen a roe
Jezus d’ac’h evit bugale.

4. Ni oar ive pelzo, Itron,
Pegen tom ez eo ho kalon,
Kalon eur Vam, e gwirione,
D’imp ol digor e peb mare.

5. D’ac’h e westlomp c’hoaz ar wej-man
Hon bue hag hon tremenvan :
Pa z-omp ken zempl, n’hon euz esper
Nemet en ho Kalon dener.




N° 44. — An hano zantel a Vari.
War an ton N° 44.


1. Enor d’hoc’h hano beniget !
Ra vezo gant an ol meulet,
Mari,
Ra vezo gant an ol meulet !