Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


    Jezus a zo ma Roue ha c’houi ma Rouanes :
    Jezus a vo ma Barner, bezet ma Fatrones,
    Hag evidon dirak-han bezet avokades.

  1. E-toues ho servijerien d’am resev me ho ped,
    Meurbet eo dous ho servij, c’houero zervij ar bed
    Netra dre oll an douar, a bep tu pa zellan.
    Netra ken karantezus eveldoc’h na wellan.

  2. Eus ma feurs e prometan na rin, na lavarin,
    Netra eneb hoe’h enor, e keit ha ma vevin :
    Ha na lezin den ebet endro d’in, mar gellan,
    Da offansi Mam Jezus, ar Vam an deneran.

  3. Hed ma bue em labour zonjet enon bepret,
    Dreist peb tra war ma maro d’am zikour diskenet :
    Dre ho taouarn d’am Barner mar douget ma ine,
    Zur ec’h in d’ar Barados d’ho meuli hep dale.

  4. Evit gwelloc’h enori hano ma Rouanes,
    Ha bezan bugel gwirion ar Vam a vadeles
    Me a bromet zoulaji ma breuder ankeniet,
    Dre ma c’h-int ol ar memprou euz he Mab beniget.




N° 42. — Kantik zant Casimir, roue.
War an ton N° 42.


  1. O ma ine kanomp bemde.
    Da Vari meulodiou :
    Hec’h oberou hec’h ol bue
    a zo leun a vurzudou.