Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —



  1. Lein ar C’halvar a zo bet ruet,
    Gant ar goad zakr a distrimpe
    Dre bemp gouli truezuz meurbet
    Toullet a hed ar vammen-re.
    O pegen kri gwelet eun Doue
    Stag ouz eur groaz etre daou laer !
    N’eo ket ann tachou c’houarn ho talc’he,
    Med ho karante n’hon c’henver. (bis)

  2. En ilijou aboe keit amzer,
    Zul gwes m’ho kalver, e teuet ;
    Enem blij a ret war ann oter
    Evel en Env gand an elet :
    Ho nrasan plijadur koulskoude
    Eo aisken en hon c’halonou,
    Ha kijan e goad ho pugale
    Ar goad a red en ho memprou. (bis)

  3. Warlec’h madoberou ken zouezuz
    En andret eur pec’her m’az on,
    Na c’houlenet ouzin, ma Jezuz,
    Mann ebet ouspen ma c’halon :
    D’ac’h he gwestlan evit eur biken,
    Renet ebars, ha miret-hi :
    Mervel a rin zioul ha dianken,
    Gant ho Kalon bev em hini. (bis)

K. G.



N° 26. — Eur c’hantik-all neve d’ar Galon-Zakr.
War an ton N° 26.


Diskan.

Enor war an douar, evel e lein an Envou,
Da Galon hon Zalver, ken leun a garante :
A bevar c’horn ar bed zavomp uhel hon mouejou,
Kanom oll meulodi Da Galon hon Doue,

Kanom oll meulodi Da Galon hon Doue.