Ar Zent.
— Ouz tol Doue azeet,
Euz e voed e tebromp,
Ha peb a vantel aouret
War hon c’hein a dougomp.
An Dud.
9. Pec’herien a n-euz gouelet
Ken c’houerv hoc’h ofansou,
Hag hen ema dizec’het
Ar wej-man ho taerou ?
Ar Zent.
— An daerou a n-euz goalc’het
Hon ineou kablus :
Splanoc’h eget ar steret
Ez omp e lez Jezus.
An Dud.
10. Ol zent, diskuillet d’imp c’hoaz
Pegeit e pad ho kloar :
Marfad keit ha ma padas
Ho puez a c’hlac’har ?
Ar Zent.
— Hon gloar bepred a bado,
Kreski a ra bemde...
Mar karet c’houi he zanvo
Aman genimp ive.
An Dud.
11. Desket d’imp eta breman
Euz kement a henchou
Pehini eo ar zuran
Evit mont d’ar joaiou ?
Ar Zent.
— Dre hent an dek gourc’hemen
Mar heuillet hon roudou,
Eveldomp, c’houi, da viken
Vo eürus en Envou.
K. G.
Goude mouejou Zent an Env chilaouet breman klemmou hirvoudus an Anaon euz ar Purgator, pedet evite, daoulinet war o beiou, o sonjal e tremenfet dre ar poaniou a c’houzanvont, hep galloud enem zikour aneze o-unan. Klec’hier ar parojou, a zon ken glac’harus ha divezad en noz, a gomzo ive ouz ho kalon, a beurs ho kerent hag ho mignonet euz ar bed-al, hag a laro d’ac’h : « En han’ Doue hon zikouret ! »