Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

Breman, kurunet ha leun a c’hloar
Emant gant Doue en Envou,
Emant gant Doue en Envou.

1. N’euz ket evit-he tristidiges,
Klenvet ebet na trubuillou :
Dastum a rant kreiz al levenes
Ar froues hadet kreiz an daerou.

2. Veldomp o deuz bet en o bue
Poan o senti, becJh o tevel,
Diners a oant, ha veldomp ive
A bep tu e kavent brezel.

3. ’N o zouez kals a oe izel o stad,
Micherourien, labourerien,
Zavet mintin, kousket divezad,
Gwej en domder, gwej er ieinien.

4. Kement ha ma vije o speret
Gant ar beden ha gant Doue,
Ha ma tec’hent pel dimeuz ar bed,
Aon da gaillaran o ine.

5. Er pec’het zoken darn aneze,
Zo bet kouezet, a n-euz bevet,
Beteg an de m’o deuz ’nem oualc’het,
Dre binijen ha karante.

6. O mouez a glevan d’imp o laret,
Pa grenomp, e risk d’enem gol :
« Bezet fians en Doue bepret,
Bèr eo ar stourm, braz an digol. »