Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/140

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —


N° 109. — Pa voe ganet Jezus.
War don : Les Anges dans nos campagnes, N° 109.


1. Pa voe ganet Jezus hon Zalver,
Mari e Vam hen mailluras,
E Bethleem en eur c’hraou dister,
War ur plouz hi hen astenas.

Gloria in excelsis Deo,
Gloria in excelsis Deo.

2. Dre ar parkou e oa pastoret
Dihun en noz ha war vale
Evit zuroc’h dioual o denvet
Gourveet tro-war-dro deze.

Gloria...

3. Setu eun èl deut a-beurs Doue
O tisken hag o lavaret :
« N’ho pezet ket aon dirag-on me ;
« An neventi zo kaer meurbet.

Gloria...

4. « E kèr David eo ganet henoaz
« Ar Messi keit-so gortoet :
« Daoust d’e daerou ha d’e gorfik noaz
« Et d’an daoulin, hag adoret. »

Gloria...

5. Kenkent en oabl elet a vanden
A oe klevet o c’hantikou,