5. Doue c’houlomp en hospitaliou
D’ar c’hlanvour kez en e anken ;
Tud Doue da zousat e boaniou,
D’e ine paour an absolven !
6. Doue er varn uz pen ar barner,
Doue, ar Barner divezan,
Da zigas zonj da bep lezenner
Ma vo ive barnet gantan.
7. Doue en ilis d’an daou bried
Enem ro an eil d’egile !
Pa na ve ket Jezus en eured
Na bad ket pel ar garante.
8. Doue en arme d’ar iouankis,
Doue en arme d’ar chefou ;
Doue zoursen ar gwir vaillantis,
Ha sklerijen ar sperejou.
9. Doue da Frans, Doue ’n he lezen !
Doue ’n he fen lec’h an dud fal !
En he dorn baniel ar Fe gristen
Frans a vo kaer evel gwejal.
10. Doue dreist-ol, gant e vrec’h nerzus,
D’an Ilis zantel e Bried,
Ma peurdrec’ho er brezel spontus
A ve gret dezi dre ar bed !
11. Doue d’ar bed, Doue da Roue,
Hag e Aviel da lezen !
Pegouls, boblou, ha c’houi, rouane,
Dirak-han e plegfet ho pen ?
12. Ni, vel gwejal zourdadet ar Groaz,
Ni, Breizis, laromp war-eun-dro :
Ni zo da Zoue hirie, warc’hoaz,
Hag er vuhe hag er maro !
13. Ia, kent vit koll Doue, hon Ferc’hen,
Ni a rofe hon ol vadou ;
Ni skuillfe hon goad war an dachen,
Hag a varvfe vel hon zadou !
E. O.