Bezan kristen, kaeran tensor !
Hag er vue hag er ma-ro !
1. Me zo kristen ! dour ar vadeiant
Abred a ruillas war ma zâl,
Ha dre ners divin ar Zakramant
Ma ine voe goalc’het raktal.
2. Me zo kristen ! bugel da Zoue
Hag am c’hrouas korf ha speret ;
D’am Ferc’hen e vo ma ol buhe,
O c’hortos an evurustet.
3. Me zo kristen ! vit am dasprenan
Jezus-Krist a skuillas e voad ;
Karet ma Jezus, ma Breur henan,
Evid-hon-me vo an ol vad.
4. Me zo kristen ! ar Speret-Zantel,
Ha gantan e seiz donezon,
A chom em ine, p’ema fidel,
Evel eur roue war e dron.
5. Me zo kristen ! d’an Ilis, ma Mam,
Me zento dalc’hmad gant doujans ;
’N eur zenti me a vevo divlam
Ha leun ma c’halon a flans.
6. Me zo kristen ! vel eur beajour
Me gerz dre hent ar vuhe-man ;
Madou ar bed zo madou treïtour,
Ma bro-me na n’eo ket aman.
7. Me zo kristen ! ha d’ar Baradoz
E vin galvet ive d’am zro ;
Bro ar garante hag ar repoz,
Ar vro eternel eo ma bro !
E. O.