— 97 —
- Ni a zo holl devezourien
Er bed-man ha tud a boan ;
Ha c’houi ’zisprizfe hon pedenn,
C’houi, Aotrou mat, sant Erwan.
- Kalz ac’hanomp hep pell dale
A vo echu o devez :
Grit d’imp mont da gana, neuze,
En Nenv gant anaoudegez !
|
N° LXXX. — Breiz-Izel da sant Erwan.
Diskan
Aotrou sant Erwan klevit hon pedenn,
Eus lein an Neñvou roit d’imp hon goulenn
Eus lein an Neñvou roit d’imp hon goulenn.
- Ni ’ya da gana, hell bras ha bihan,
Gloar hag enor d’eoc’h, Aotrou sant Erwan.
- Sant Erwan e Breiz dre-holl ’zo brudet,
E Treger, Leon, Kerne ha Gwened.
- Gant tud a bep stad, uhel hag izel,
E peder Erwan, a-dost hag a-bell.
- ’vit an holl e oa leun a garante(z),
Evel gwir vreudeur o degemere.
- Eun deiz e teuas Jezuz e-unan
Da glask aluzen digant sant Erwan.
- Graet en deus ar vad ’hed e holl amzer,
Breman ’toug en Nenv eur gurunenn gaer.
- Bep hloaz sant Erwan a vez c’hoaz gwelet
El lec’hiou santel ’lec’h ma oa ganet.
- Rak deiz e bardon, penn an den santel
A vez douget c’hoaz betek e chapel.
|
Cant. Bret.
4