— 88 —
- Pa voe ganet hon Salver ’us d’e graou ’pad an noz,
O moueziou flour a gane soniou ar Baradoz ;
Pa rae e vurzudou e pep lec’h e heulient,
Pa varvas war ar C’halvar, ’tal ar Groaz e klemment.
- Int ’lamas ar maen pouner a stouve war e vez,
A strafuilhas ar gwardou ’oa outan war evez ;
E-pad ma pigne d’an Nenv betek e dron uhel,
Daou Ael a zic’hlac’hare kalon an ebestel.
- ’us d’an Iliz katolik e nijont a-vandenn,
Er peuc’h evit he mirout, er brezel d’he difenn :
Yudal forz a ra warni Satan hag ar re fall ;
Harpet-mat eo a-bell ’zo, n’haller ket he finval.
- An dud varo, deiz ar Varn, ganto a vo galvet,
Hag e traonienn Jozafad a bep tu dastumet :
Stlepel ’raint ’kreiz an ifern diaoulou ha re daonet,
Ha dougen d’ar Baradoz ar gristenien salvet.
- Neb a gar a zo karet ; neb a bed, skoazellet ;
Hep eun Ael mat d’e virout n’eus ket eun den er bed :
Heuliomp e ali bepred, hep ober poan d’ezan ;
Hag er Baradoz ivez ’vimp eürus gantan.
|
N° LXXIII. — Pedenn d’an Ael-mat.