— 85 —
Diskan
O sant Jozep er Baradoz soñjit ennomp epad an noz ;
D’ho pugale gant karante plijit rei ho pennoz.
- An heol en deus kuzet ouzimp e sklerijenn
War ar bed a bep tu e kouez teñvalijenn ;
Dalc’hit en hon c’halon, plann bepred ha gwrezus
Ar grasou d’imp prenet war ar groaz gant Jezuz.
- Al loened gouez en noz a glever o yudal
Enep d’imp noz ha deiz e yud hon techou fall ;
Harzit na vez ganto hon eneou taget,
N’ouzomp nemet huchal, met trec’hi n’ouzomp ket.
- A-dal ma vo warc’hoaz distro heol ar beure,
Ha deut koulz al labour hag ar boan adarre,
Ra vo ano Jozeb an trede ’n hon genou,
Gant Jezuz ha Mari en hon holl drubuilhou.
|
N° LXXI. — Dirak skeudenn sant Jozeb.