Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —


1

Ar miz-mañ leun a vuhez
Ken kaer d’an daoulagad
A zo bet anvet mat
Miz Rouanez an Aelez

Diskan

Kanomp holl meuleudi
Da Vamm Doue, da Vari.



2

Evel eun evnig joaus
A salud ar beure,
Me bo salud ive(z)
O Gwerc’hez karantezus.

3

E Miz Mae, o Mamm garet
Peu tra a ro kentel,
A lavar d’imp sevel
Betek ho tron, hon spered.

4

Pa c’hrougous an durzunel
Er c’hoad e-pad an deiz,
E galon ’drid ’n e greiz,
Ennoc’h e sonj ho pugel.

5

A-dreuz ar prad o redek,
Pa welan ar wazig,
Pell diouz ar bed, Mammig,
E fell d’in mont ’n ho trezeg,

6

Sioul-kaer an abardaez,
An eostig, brao, a gan :
'Vel-se me ma unan,
Da noz a gan d’eoc’h ivez

7

A-wechou garm ar sparfell
A daol spont tro-war-dro :
C’houi, Gwerc’hez, am miro
Breman ha betek mervel.

8

En ho Paradoz goude,
Hep aon, me ho meulo :
An nevez-hanv eno
A bado keit ha Doue !




N° LXII. — D’ar Werc’hez, diouz ar beure.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=66
      \key f \major
      \time 6/8
      a'8 a a a4 g8 | c4 bes8 a4( g8) | f4. g8 g g
      g4 a8 bes( a) g | f4.~ f4 r8 | a a a a4 g8 \break
      c4 bes8 a4( g8) | f4. g8 g g | g4 a8 bes( a) g
      f4\fermata r8 c f a | c4 d8 c4 bes8 | a4.~ a4 a8 \break
      a( g) a \stemUp c4( bes16 a) | g4_\fermata r8 c, f a
      \stemNeutral c4 d8 c4 bes8 | a( g) a c( bes) g | f4.~ f4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Tos -- taat a ra heol splan ar beu -- re ar c’houlz a
      zo d’in da se -- vel da gen -- ta e fell
      d’in kouls -- kou -- de di -- hun ma c’ha -- lon a vu --
      gel di -- hun ha di -- gor ma c’ha -- lon ha
      ma mouez i -- vez da ga -- na
      d’am Mamm, d’am I -- tron_: A -- ve, a -- ve.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }