Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —
N° LIII. — Mari Rouanez Breiz-Izel.
1
Kanomp a vouez uhel
Mari Mamm Doue
Rouanez Breiz-Izel
Hag hon Mamm ivez.
Diskan
Da Vari meuleudi
E pevar c’horn ar vro !
Hon Breiz-ni ’zo d’ezi
Ha bepred e vezo.
2
En oc’h holl bedennou,
Gwerc’hez vinniget,
’Vezit e kalonou
An holl Vretoned.
3
Bep beure ar poaniour,
D’an daoulin stouet,
A-raok mont d’e labour
Ouzoc’h ’n em erbed.
4
War gern ar meneziou,
Mesaer an denved,
A gan ho kantigou
E-touez e loened.
5
’Lies war an tornaod,
’Liesoc’h war vor.
E ped ar martolod
Steredenn Arvor.
6
Pa son teir gwech bemde(z)
Kloc’h an Anjeluz,
’Lavaromp eun Ave
D’eoc’h c’houi, Mamm Jezuz.
7
Ar c’hlanvour ’n e wele
’Gav skanv e c’hlac’har,
Gant ar Vamm a ouele
Ouz Kroaz ar C’halvar.
8
Evit plijout d’ezi,
Evit kaout grasou,
Heuliomp eeun evelti
Hent ar vertuziou.