— 61 —
- Talvoudusoc’h ’vo d’ezo, yac’husoc’h d’oc’h ene,
Kerzout eeun gant he lezenn eget dastum leve.
- Ar bugel a gar Mari, en em blij gant e dud,
O poanial er ger ganto pell diouz gwall-skouer ha brud.
- An den yaouank he selaou, ’vez gwell gantan mervel
Eget glac’hari Doue dre eur pec’hed marvel.
- Mar ’n em gav bugel Mari e-touez an dud estren,
N’en deus ket mez eus ar Groaz nag eus ar Feiz kristen
- Heulia ’ra lezenn ar sul ha lezenn ar gwener.
Evel pa oa en e vro gant e gerent er ger.
- Eürus neb a dremeno e vuhez penn-da-benn,
E skeud iliz hon Itron, dindan he c’hurunenn !
- Eürusoc’h neb a varvo ’n eul lavarout : « Mari ! »
Hag a vo beziet e gorf er vered ’tal he zi !
- Eno betek deiz ar Varn, na brao e vo kousket,
’vel eur bugel gant e vamm ’n e gavell luskellet !
|
N° LII. — Rouanez an Iliz.