— 53 —
- Kentan komzou a zeskis war an oalet, er gêr,
A voe ’n ano a Vari ha Jezus he Mab ker :
Ouz ma c’herc’hen e tougen e pign he medalen.
Ha Me ho salud Mari oa ma c’henta peden.
Diskan
A vihanig am eus karet hag enoret ar Werc’hez ;
Bepret em euz hec’h anzavet evit Mamm ha Rouanez.
- Nag a wech he dourn tener, abaoe ma badeziant,
’bellaas diouz ma c’havell pechou an aerouant ;
Nag a wech he daoulagad, evel diou steredenn,
War eun dro gant re ma mamm, a baras war ma fenn !
- ’lies em bugaleaj ma mamm d’in lavare :
« Eur vamm all ec’h eus en Nenv gwelloc’h egedoun-me. »
Ha p’am douge d’an iliz, biken n’ankounain,
Dirak aoter ar Werc’hez am lake d’an daoulin.
- Brassat ’rae ma fizians dre ma kresken en oad ;
Gant aon da boania ma Mamm e talc’his en hent mat,
Betek an deiz m’am renas ’trezek an daol santel,
E-lec’h ma tiskenn Jezuz e kalon e vugel.
- Breman pa vezan nec’het gant klenved pe glac’har,
Pa welan an droukspered o c’hantaat ma diskar,
Eus kreiz ma c’halon kerkent e sav eur griadenn :
« O Mari, o Mamm garet, deut eta d’am difenn.
- Eun deiz pa vin daoubleget dindan ar bloaveziou,
Hag e ve stanket ma mouez ha mut ma muzellou,
E sonjin bepred ennoc’h, ha da heul ma ene,
Ez ay, ma Mamm, hoc’h ano ganin betek Doue.
|
N° XLV. — Maria, Mater gratiæ.