- O ma Jezuz na pegen kaer
Bemdez bemnoz e pep amzer
Na pegen kaer eo an ene
A gar Mari mamm da Zoue.
- Petra ray d’in an droukspered,
Pa ’z oun gant Mari diwallet ?
Raktal ma klevo ma fedenn,
He zroad a vruzuno e benn.
- Ar c’horf, ar bed, a fell d’ezo
E stagfen ma c’halon outo :
Ma c’halon-me ’zo da Vari,
Pell ’zo ’m eus he roet d’ezi.
- War ma maro ne grenin tamm,
Rak neuze me ’welo ma Mamm
E-touez hec’h aelez o tostaat
Da gloza d’in ma daoulagad.
- Karit, holl boblou, ma Itron,
Hag e pouezot en ho kalon
Pegen eürus eo an ene
A gar Mari Mamm da Zoue.
|