Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —



Diskan.
    O Kalon Sakr eus ma Jezuz,
    Kalon meurbet karantezus
    Plijit selaou ar pedennou
    A sav eus kreiz hon c’halonou.

  1. D’an eil mister e voe freuzet
    E gorf santel a daoliou fouet :
    Evit hon pec’hejou mezus
    E c’houzanv eur boan ken euzus.

  2. Eur gurunenn spern war e benn,
    Etre e zaouarn eur gorzenn,
    Eur goz vantell en-dro d’ezan,
    En trede mister a welan.

  3. Jezuz, er pevare mister,
    A zoug e Groaz dre ruiou kêr,
    Hag a gouez teir gwech d’an douar
    O vont etrezek , ar c’halvar.

  4. Er pempet mister, Mab Doue
    A ro evidomp e vuhe(z) :
    Piou a vezo c’hoaz ken dic’hrad
    Da c’hlac’hari Jezuz ken mat.




N° XXXIV. — Ar pemp mister a c’hloar.
Ton : XXIX.


  1. Er c’henta mister glorius,
    Kanomp meuleudi da Jezuz :
    Rak eus ar bez eo bet savet,
    Goude tri deiz ’vel ’n doa lâret.

Diskan.
    Ni ho salud, steredenn vor,
    Mamm da Zoue, leun a enor,
    Gwerc’hez bepred, dor an Nenvou,
    Selaouit ouz hon pedennou.

  1. Jezuz, en eil mister a c’hloar,
    A zeu da guitaat an douar,
    Sevel a ra d’ar Baradoz,
    Eno eman ouz hon gortoz.