— 37 —
- Ni ho salud Rouanez an aelez
C’houi ’zo hon mamm ar vamm a drugarez
Hon holl douster buhez hag esperans
Ni ho salud gant ar vrasa doujans.
- D’eoc’h-c’houi, Gwerc’hez e kasomp hon pedenn,
Ni divroet ha siouaz ! pec’herien :
Ouzoc’h, Gwerc’hez, ne reomp met gouela,
Ni hag a zo bugale da Eva.
- Ouzoc’h bepred e tomm hon c’halonou,
D’eoc’h e kasomp hon gouelvan, hon daerou ;
Hon fizians-ni ’zo en ho madelez,
En draonienn-man leun a distrigidez.
- Rak-se pa ’z oc’h hon difennourez ker,
En hon c’henver bepred dous ha tener,
En an’ Doue, troit ho taoulagad
Ouzimp-ni holl, tud paour hag emzivad.
- Pa zeuy an deiz da guitaat ar bed-man,
Raktal goude hon hirvoud diveza(n)
Diskouezit d’imp, Mamm vat ha truezus,
Er Baradoz, dremm sakr ha Mab Jezuz.
- Gwerc’hez sakr meurbet karantezus,
O Gwerc’hez dous, meurbet trugarezus,
Ni hoc’h asped, da glevout hon pedenn,
Hon diwallit breman ha da viken !
|
N° XXXII. — Ar pemp mister a joa.