- C’houi hoc’h eus dihahet an danve(z)
A vev em izili breman ;
C’houi hoc’h eus krouet d’in ma ene,
’vit m’hoc’h anavezin gantan ;
Ha goude ken espar donezon,
Hoc’h eus graet eur burzud nevez :
Kuzet hoc’h eus ennoun eur galon,
Ma c’hallin ho karout ivez. (2 w.)
- Kemeret hoc’h eus bet en hon touez
Daouarn da c’houren ouz Satan,
Daoulagad da glask e-mesk an drez
An denved touellet gantan ;
Diouskouarn ’vit klevout hon c’hlemmou,
Eur vouez da rei d’imp ali mat,
Hag evit poueza hon ezommou,
Eur galon domm ha leun a wad. (2 w.)
- Lein ar C’halvar a zo bet ruziet,
Gant gwad Jezuz a zistrilhe
Dre bemp gouli truezus-meurbet
Toullet a-hed ar vammen-se.
O pegen kriz gwelout eun Doue
Stag ouz eur groaz etre daou laer
N’eo ket an tachou houarn ho talc’he,
Met ho karantez ’n hon c’henver. (2 w).
- Na pegeit so en hon ilizou,
E-teuit seul gwech m’ho kalver ;
Ha ’vel an aelez en Nenvou,
En em blijit war an Aoter
|