Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —


O Salver Jezuz-Krist, Mab an Doue bev, c’houi hag hoc’h eus gant bolantez ho Tad ha kenober ar Spered Santel, gouzanvet ar maro evit rei buhez d’an dud, lamit diganin, dre ho korf santel hag ho kwad, ma holl bec’hejou ha pep droug all ; grit ma talc’hin bepred d’ho kourc’hemennou, ha n’am lezit ket da bellaat diouzoc’h ; c’houi hag a vev evel Roue gant an Tad hag ar Spered Santel eun Doue hepken, a viskoaz ha da viken. Evelse bezet graet.

O Salver Jezuz, ec’h an da zigemer ho Korf Santel, daoust na veritan ket ; grit na droio ket ar gomunion- man enep d’in na d’am c’hondaoni ; o Doue a garantez, grit kentoc’h ma talvezo d’in d’am diwall korf hag ene, hag evel louzou d’am gwellaat : C’houi hag a vev evel Roue gant an Tad hag ar Spered Santel, eun Doue hepken, a viskoaz ha da viken. Evelse bezet graet.


KOMUNION
Ar beleg a bleg e c’hlin en eul lavarout :

Ec’h an da gemer Bara an Nenv, ha da bedi Ano Doue

Ar beleg, krog en Osti a sko war boull e galon, hag a lavar teir gwech :

   Domine, non sum dignus
ut intres sub tectum
meum, sed tantum
dic verbo et sanabitur anima
mea.

   Ma Doue, n’oun ket dign
e teufec’h em zi, met lavarit
eur ger hepken,
hag e vo pare ma ene.

Ar beleg a ra sin ar groaz gant an Osti, hag a lavar :

Korf Jezuz-Krist hon Aotrou ra viro ma ene evit ar vuhez peurbadus. Evelse bezet graet.

Ar beleg a chom eur pennadig ; goude e tizolo ar c’halir, e pleg e c’hlin, ha gant ar bladenn aour e tastum an tammou Osti da lakaat er c’halir, en eul lavarout :

Petra rôin-me da Zoue evit an holl vad am eus bet digantan ?

Kemerout a rin ar c’halir santel hag e pedin Ano Doue.

Meuli ha pedi a rin Doue, hag e vin diwallet diouz ma enebourien.