Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

Ma zreid a zo aet dre an hent mat ; me ho meulo, Aotrou, gant an dud fur. Gloria Patri.


PEDENN D’AN DREINDED

Digemerit, Treinded santel, an donezon-man a ginnigomp d’eoc’h, e sonj eus Pasion, Rezureksion hag Asansion hon Salver jezuz-Krist, hag en enor d’ar Werc’hez giorius Vari, ha da sant Yann Vadezour, ha d’an Ebestel sant Per ha sant Paol, hag an holl sent all, ma roio enor d’ezo, ha d’imp-ni silvidigez, ma vefomp difennet en Nenv gant ar re a enoromp war an douar. Dre ar memes Jezuz- Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.


ORATE, FRATRES

Ar beleg, trôet ouz ar bobl, a bed ar gristenien da unani o fedennou gant e re, hag a lavar :

Orate, fratres, ut meum
ac vestrum sacrificium
acceptabile fiat apud Deum
Patrem Omnipotentem.

Pedit, ma breudeur, ma
vo ma sakrifis, hag a zo
ivez hoc’h hini, digemeret
mat gant Doue an Tad
hollc’halloudek.

Respont ar c’holist :

Suscipiat Dominus sacri
ficium de manibus tuis,
ad laudem et gloriam nominis
sui, ad utilitatem
quoque nostram totiusque
Ecclesiae suae sanctae.

Ra vo ho sakrifis digemeret
gant Doue, evit
enor ha gloar e ano, hag
ivez evit hon mad ha mad
an Iliz santel a-bez.


Ar beleg a lavar : Amen, ha, goude, beza lavaret eur bedenn a vouez izel war ar profou, a sav e vouez, evit ma c’hallo ar bobl respont war e lerc’h :

PREFAS

Per omnia saecula saeculorum.
Amen.
Dominus vobiscum.
Et cum spiritu tuo.
Sursum corda.

E-pad an holl amzer.
Evelse bezet graet.
Doue ra vo ganeoc’h.
Ha gant ho spered.
Savit uhel ho kalonou.