Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —


TEIRVET LODENN


An Ofertouer, pe kinnig.

Aman, end-eeun, e krog ar sakrifis. Goude an Dominus vobiscum ha bet ar respont : « Et cum spiritu tuo, » digant ar c’holist, ar beleg a lavar : Oremus-Pedomp, hag a lenn ar bedenn : Ofertouer.


OREMUS — PEDOMP
Ar beleg, en eur ginnig ar bara, a lavar ar bedenn-man :

Digemerit, Tad santel, Doue holl-c’halloudek hag eternel, an Osti glan-man a ginnigan d’eoc’h, me ho servijer paour d’eoc’h-c’houi, ma Doue beo ha gwirion, evit ma fec’hejou, ma faziou, ma mankou ken niverus ; hag evit an holl dud a zo endro d’in, hag evit an holl gristenien vat, beo ha maro, ma talvezo d’in ha d’ezo, evit hon silvidigez er vuhez eternel.

Evelse bezet graet.

Ar beleg, e tu dehou d’an Aoter, a laka gwin er c’halir, a vinnig an dour hag a laka eur bannac’h gant ar gwin.

Doue, c’houi hoc’h eus, en eun doare burzudus, krouet an den ken uhel, ha savet anezan a-nevez en eun doare burzudusoc’h c’hoaz, rôit d’imp, dre vister an dour hag ar gwin-man, ar c’hras da gaout perz e divinite an hini