— 19 —
N° XV. — Adoromp holl e Sakramant an Aoter.
- Adoromp hol e Sakramant an Aoter
Gwir Vab Doue Jezuz hon mestr hon Salver
Sperejou eürus ni ho ped da zisken
D’e adori ganimp d’e veuli da viken
d’e veuli da viken.
- En em c’hraet den evidomp dre drugarez,
Hag en osti ’n em guzet dre garantez,
Deut, ma Salver Jezus, diwar an Aoter-man
Da rei d’imp breman, ho pennoz ar wella(n)
Ho pennoz ar wella(n).
- Enor ha gloar ha karantez hollbadus,
D’an tri ferson eus an Drinded eürus :
D’ezo gloar, meuleudi, ha bemnoz, ha hemde,
E-pad an hôll amzer hag an eternite,
Hag an eternite.
|