Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —



  1. Ha c’houi, Jozeb, tad leun a druez,
    Bezit bepred hon Patron mat ;
    Deut bemdez hag e fin hon buhez,
    Da serri d’imp hon daoulagad.

  2. O, Ael-mat, mignon karantezus,
    Hon difennit ha deiz ha noz ;
    Pa zeuy hon maro, pedit Jezuz
    D’hon degemer er Baradoz.


————