- Ar beleg ’lak war an aoter
Korf ha gwad Jezuz, hon Salver
Ar burzud-se en oferenn
A santela ar bed kristen.
- ’vit chom ganimp war an douar,
Kendalc’h e varo er C’halvar,
Jezuz ’glask bepred ebestel
E pep parroz a Vreiz-Izel.
- Ar beleg ’ro ar wir vuhe(z)
Dre ar Vadeziant d’an ene ;
D’ar c’hristen kouezet er pec’hed
E ro ar peuc’h hag ar c’hlanded.
- Ar beleg ’sav an tiegez
War sichenn ar Briedelez.
Kelenn a ra ar priejou
Da sevel o bugaligou.
- Ar beleg, pa zeu ar maro,
A ren an ene d’e wir vro.
En ano Jezuz, ’eo Salver
’vit ar poblou, ’-hed an amzer.
- Ar beleg a zalc’h plas Doue,
’n eur zezrevell ar Wirione(z).
E skridou kaer an Aviel
’man ar garantez divarvel.
- Ar Feiz hag ar vuhez kristen
A dle bleunia e pep tachenn ;
Kerkoulz e pell-bro ’vel e Breiz,
Beleien ’zo ezomm e-leiz.
- Da labourat gant ar beleg,
Doue ’c’houlenn tud kalonek,
Leaned ha leanezed,
Er skol mistri ha mestrezed.
- Galv Doue da veza beleg
’zo eur c’hreunenn ken talvoudek
Ma tleer pedi an Hader
Da hada stank greun an Aoter.
|