Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —


1

Allaz, ne oufe den kompren
Na pegen kriz eo hon anken :
Hon pinijenn a zo kalet,
En an’ Doue hon sikouret

Diskan.

Breudeur kerent ha mignoned,
En an’ Doue hon selaouet,
En an’ Doue hon sikouret.


2

A bep tu d’imp n’eus nemet tan.
Tan war c’horre ha tan dindan :
C’houi hon eus-ni kement karet
En an’ Doue hon sikouret !

3

Sonjit en ho tad, en ho mamm
Er Purgator e-kreiz ar flamm :
Ma mab, ma merc’h, a ! selaouet !
En an’ Doue hon sikouret !

4

Ni n’hallomp ket dre bedennou
Distan na berraat hon poaniou ;
Doue ouzimp ne selaou ket,
En an’ Doue hon sikouret !

5

’Vit paea hon dle da Zoue,
Evidomp-ni pedit bemde(z)
Grit aluzen mar hon c’haret,
En an’ Doue hon sikouret !

6

Kalz a c’hallit dre ho poaniou,
Ho yuniou, hag oferennou :
Ken didruez na vezit ket,
En an’ Doue hon sikouret !

7

Ha pa vimp-ni e gloar Doue,
Evidoc’h ni bedo ive(z) :
Ouzimp eta holl selaouet,
En an’ Doue hon sikouret !




GOUEL AN ILIZOU
————


N° CXXX. — Iliz ma Farroz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=54
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*3
      d8 f e d4. e8 f g | a4. g8 a d
      c4. \stemUp a8 c b | a4. g8 a d | \stemNeutral c4. bes!8 a g
      f4. g8 a bes | a4. g8 f e | d4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Sa -- lud d’eoc’h, i -- liz ma far -- roz, Sa -- lud I --
      liz ma za -- dou koz ma c’ha -- lon a zeu da dom --
      mañ I -- liz san -- tel pa ho kwe -- lan.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }