Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —


1

Setu Mamm Doue,
Skedus ha splann ’vel al loar
Gant tarz ar beure
O sevel eus an douar :
Pignit, Mamm Jezuz
Ho mab zo ouz ho kortoz
Aelez eürus
Digorit ar baradoz.

Diskan.

Gloar d’eoc’h o Mari
Gwerc’hez ha mamm da Jezuz
Gloar ha meuleudi
’pad an amzer peurbadus.





2

Jezuz a ziskenn
Diwar e dron alaouret
Gant ar gurunenn
Dleet d’e Vamm vinniget :
« Ma Mamm, emezan.
Deuit em Rouantelez,
Ha ganin breman
Bezit en Nenv Rouanez. »

3

Kerkent en Nenvou
E trid an holl gant ar joa :
War o zelennou
An aelez zeu da gana :
« Gloar d’eoc’h, O Mari,
Gwerc’hez ha Mamm da Jezuz,
Gloar ha meuleudi,
’Pad an amzer peurbadus. »

4

Kanomp, ni, ivez,
En draonienn-man a c’hlac’har,
Ha gant an aelez,
Lavaromp war an douar :
« Gloar d’eoc’h, O Mari,
Gwerc’hez ha Mamm da Jezuz,
Gloar ha meuleudi
’Pad an amzer peurbadus. »

5

Mari, Mainm dener,
E-kichen ho Mab Jezuz,
’N eur mor a splannder
C’houi zo breman eürus :
Ni, ho pugale,
Siouaz ! a zo divroet :
Ra vimp hepdale
En Nenv ganeoc’h unanet !


(Levr bugale Mari)