Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —


Diskan.

Bepred elec’h ma vo
Dirazan Kroaz Jezuz,
Eur c’hristen a gavo
Kenteliou talvoudus.

1

Diwar lein an touriou
Ar Groaz lavar dalc’hmat :
Kristenien, d’an Neñvou
Savit ho taoulagad.

2

Ar Groaz war an Hentou
Lavar d’an tremener :
Gwir hent bro an Nenvou
Eo hent Kroaz hon Salver.

3

Dirak holl dud an Ti
Ar Groaz ouz ar voger
A zesk da bep hini
Ober mat e zever.

4

Deski ra d’ar Bugel
Beza bepred sentus ;
Senti betek mervel
Setu buhez Jezuz.

5

D’an Tadou ha Mammou
E lavar hon Salver :
« Beilhit war eneou
A ’m eus prenet ken ker ! »

6

Kroaz an Ti d’ar c’hlanvour
Zo ivez talvoudus
Enni e kav sikour
Da veza gouzanvus.

7

Ar Groaz war ar Beziou
He deus eun nerz dispar
D’ober d’ar c’halonou
Dougen pouez ar glac’har

8

Ar Groaz pa vez savet
E-kichennik an Aod
A ro fizians bepred
D’ar paourkaez martolod.

9

E fin eur Mision
Pa vez savet eur Groaz,
D’an holl dre ar c’hanton
Kentel gaer e roy c’hoaz.

10

Hi lavaro bepred
Madelezou Doue
D’ar re ’deus he savet,
Koulz ha d’o bugale.

T. B




N° CXXV. — Sul fask. Alleluia !
Ton : O Filii et Filiæ.


1

Klevit, holl vugale Doue :
Jezuz, ho mestr hag ho Roue,
A varv da vev zo deut hirie
               Alleluia !

2

Madalen, ganti diou all c’hoaz.
Ouz bez Jezuz pa dostaas,
Digor ha goullo e gavas.
               Alleluia !

3

Erruet ganto an doare.
Daou abostol diouz ar beure
Etrezek ar bez a rede.
               Alleluia !

4

Met an diskibl muia-karet,
Primoc’h ’get Per en deus redet ;
P’o deus gwelet, o deus kredet
               Alleluia !

5

Eun ael gwenn eno azezet,
A respont d’ar gwragez nec’het,
Ez eo Jezuz da vev deuet.
               Alleluia !

6

Er sal, dek eus an ebestel
En e sav dirazo E wel :
Peuc’h, emezan, d’eoc’h, tud santel !
               Alleluia !