Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —


Diskan.
    Enor d’ar Groaz, sin ar c’hristen
    Ha da Jesuz-Krist hon gwir Roue !
    Heuliomp ar Groaz e pep tachenn,
    Enep d’an diaoul, evit Doue !

  1. Gwechall ar baganed paour a dec’he pa gavent
    Eur groaz bennak en he sav dirazo war o hent :
    Outi ar boureo hepken a dostae, gant herr,
    Pa veze ret diwada eur muntrer pe eul laer.

  2. Abaoe m’eo bet Jezuz, e gorf staget outi,
    Abaoe m’eo bet ruziet gant gwad ar pemp gouli,
    Kals splannoc’h eget an heol, e par ’-us d’ar bed-holl
    Da c’hortoz para spontus er varn dirak an holl.

  3. Ar re a gar hon Salver a gar ivez e Groaz,
    Met gant an diaoul hag e re n’eo bet karet biskoaz :
    Dal m’o lezer en o roll ne weler a bep tu
    Nemet kroaziou bruzunet pe daolet el ludu.

  4. Jezuz-Krist en deus amzer, ne ra van na seblant,
    Met e vrec’h a vo pounner da skei p’en devo c’hoant ;
    Hag eun deiz e tibabo e re diouz re Satan,
    Da rei d’ezo eürusted ha d’ar re-man an tan.

  5. E-keit ma vo enoret gant an holl Kroaz Doue,
    E peuc’h c’hallot labourat, sevel ho pugale ;
    Ma kouez, e vrallo ar vro hag e kreno pep ti ;
    Netra ne bad er bed-man ma ne vez harp outi.

  6. Ar Groaz war dour hoc’h iliz pa vezo lakaet,
    ’Ziskouezo eo ho parroz da Jezuz gounezet ;
    Ha pa vo war an hentou e c’hallot ’n eur dremen,
    Lavarout war ho taoulin da Jezuz ho pedenn.

  7. Stagit ar Groaz en ho ti, ha ’kreiz hoc’h ankeniou,
    E-lec’h pec’hi, damanti, sonjit en holl boaniou
    A c’houzanvas ho Salver pa voe e-pign outi,
    E-pad teir eur hep sevel e vouez enep hini.

  8. Grit sin ar Groaz war ho tal da eeuna ho spered,
    War ho kenou d’e brenna ouz ar gomz difennet,
    War ho kalon d’he zomma gant ar gwir garantez,
    War ho tiouskoaz d’o c’hrenvaat dindan bec’h ar vuhez.

  9. Na grogit ket ’n eur benveg, n’azezit ket ouz taol,
    Hep beza graet sin ar Groaz gant feiz dirak an holl ;
    Bemnoz ’n eur vont da gousket, ’n eur dihun, da veure,
    Saludit Jezuz ha grit sin ar Groaz adarre.

  10. Ma enorit Kroaz Jezuz ’n ho puhez hed-ha-hed,
    Ho pez, goude ho maro, hep kroaz ne chomo ket ;
    Neuze bep sul dirazi ho tud a zaoulino,
    Ha Jezuz d’ar Baradoz hepdale ho tougo.