Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —


Jezuz kurunet a spern.


War e benn dre fent ’lakaont
Barrou spern da gurunenn,
Ha dirazan e taoulinont
Da c’hoarzin ouz e anken.

Jezuz kondaonet.


Pilad, er stad-se, a ziskouez
Jezuz d’ar bobl kounnaret ;
Houman da hopal a-eur-vouez :
Ouz ar groaz ra vo staget !

Jezuz o tougen e Groaz.


Jezuz, e Groaz war e ziouskoaz,
A gerz ’trezek ar C’halvar,
Dinerz eo, ha dindan e Groaz
E kouez teir gwech d’an douar.

Jezuz war an hent.


Veronig, ar gwragez santel,
Ha Simon, war hent ar Groaz,
E-pad ma tec’h an ebestel,
’Zo gant Jezuz en e c’hloaz.

Jezuz ouz ar Groaz.


Ouz ar Groaz neuze e stager,
E izili gant tachou :
Eman breman etre daou laer
Brudet dre o zorfejou.

Jezuz en e eur diweza.


Seiz gwech, Jezuz diwar e Groaz,
Kent mervel en deus komzet :
Ganimp eman e galon c’hoaz,
Daoust d’e boaniou ken kalet.

Jezuz o vervel.


Da deir eur ne chom ken eno,
Nemet eur c’horf dizec’het :
Salver ar bed a zo maro,
Gant e vugale skoet.