Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —


  1. Pe trouz war an douar, pe kan a glevan me ?
    Na kaer eo ar moueziou a zeu eus lein an Neñv !
    Eled, oh ! larit d’imp ’vit petra e kanet,
    Pebez burzud eta zo digouezet er bed ?

Diskan.
    Gloria gloria in excelsis Deo,
    Gloria gloria in excelsis Deo.

  1. Kanit ive ganimp, kanit, pobl an douar
    Deut omp da larout d’eoc’h eun neventi hep par :
    Eur mabig benniget, Roue Jerusalem,
    A zo ganet ’vidoc’h e kerig Betleem

  2. Eman deut an termen eus ar profesiou
    O noz mil gwech eurus a dorr hon liammou !
    Kanit gloar hag enor da Jezuz ha Mari :
    Doue zo ’n em c’hraet den, ganet eo ar Mesi !

  3. D’an taol a hanter-noz, fenoz ez eo ganet,
    En eur c’hraouig disto, en eur stad trist meurbed ;
    Eman eno etre eur c’hole eun azen :
    ’Vit tomma e vemprou, n’en deus ’met o alan.

  4. Eno c’houi a welo Krouer ha mestr ar bed
    War eun dornadig plouz, ’n eul laouer astennet,
    E teurvez beza paour, ’vit ho pinvidikat,
    Ha pellat ho kalon diouz ar bed evit mat.

  5. E liammou santel, e gavel benniget
    A gomzo splannoc’h d’eoc’h evit an doktored ;
    Gante c’houi a gavo kalz gwelloc’h kenteliou
    ’Vit ar re a gaver ’barz ar c’haeran leoriou.

  6. Tud staget ouz ar bed hag e blijaduriou,
    Tostait etal Jezuz ha gwelit e zaerou ;
    Troit kein da viken d’ar joaiou safarus,
    O welout ho Toue ’ne eur stad ken truezus.

  7. Kraouig Kêr Betleem ’vo eun tammal ’vidoc’h
    Mar ne fell ket d’ac’h ren eur vuhez santeloc’h ;
    Ar c’houadur dister-man eun deiz a vo gwelet,
    Leun e c’hloar eus an nenv o tont da varn ar bed.