Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —


Diskan.

Savit eta ma ene
Pignit betek tron Doue
Ar bedenn a roy d’eoc’h diouaskel krenv
D’ho tougen us d’an oabl, da lein an neñv.

1

Jezuz ’lavar d’imp pedi
Bepred, kuit a zihan
Outañ e fell d’in senti
Eürus oun pa bedan.


2
Ar bedenn noz-veure.

A-dal ma sav sklerijenn,
E pedan da veure :
Da noz, en denvalijenn
E pedan adarre.

3
Ar bedenn en iliz.

Pedi ran en ilizou,
Tost d’an Aoter stouet,
Ma Jezuz ha ma Aotrou
A chom eno kuzet.

4
Ar bedenn war bep tachenn.

N’eus forz pelec’h ’n em gavan,
E kêr pe war ar maez,
A-greiz kalon e pedan,
Dirak an holl, hep mez.

5
Ar bedenn e-pad al labour.

Pa vez kalet al labour,
Pec’hi zo didalvez,
Hag e pedan d’am sikour
Jezuz a oa kalvez.

6
Ar bedenn war-gan.

A-wechou, a-vouez izel,
Pedan diouz ma gwella,
’Vit kana a-vouez uhel,
Goude, diouz ar c’haera.

7
Ar bedenn ’-kreiz ar boan.

Pa gouez warnoun ar c’hlenved,
Pa semplan gant an nec’h,
Ar bedenn eo ma yec’hed,
Ar bedenn am divec’h.

8
Ar bedenn hag an oberou-mat.

Rei ra nerz d’in ar bedenn
Da garout ma nesa,
Hervez al lezenn gristen,
D’e sikour da veva.

9
Ar bedenn hag ar baourentez.

Lezel a ran gant ar bed
E arc’hant hag e aour :
Ar pinvidik ma ne bed,
E gwirionez zo paour.

10
Ar bedenn hag ar Werc’hez.

Ma fedenn dre zorn Mari
Da Zoue ’vez kaset,
Hag he mouez ’vel ma hini
Gant Doue ’vez klevet.

11
Ar bedenn ’hed ar vuhez.

Dalc’hmat, keit ha ma c’hallin
E pep lec’h, e pep bro,
Evel breman e pedin
Betek eur ma maro.

12
Ar bedenn hag ar varn.

Dirak ar Barner kerkent
E redin bep krena(n)
Rak goude pedi kement
Arru mat ’vin gantan.