- Drezan ’teu d’imp a-berz Doue
Gwir vagadurez d’hon ene :
Ar wirionez, d’he heul an hent
Hon reno sur da vro ar sent.
- Hon sent-gwechall a-dreus ar mor
A zouaras ’n hon Bro-Arvor,
Evit prezeg an Aviel,
Da gristena hon Breiz-Izel.
- Abaoe, ’hed ar c’hantvejou,
O deus tridet hon eneou,
Dindan skeud an daou vanniel :
Kroaz Jezuz hag e Aviel.
- ’Vel hon tud-koz, chomomp bepred
Disi a galon, a spered,
Ha lavaromp : « D’hon feiz kristen,
Treitour biken, treitour biken »
- O Sent hon bro, bezit truez
Ouzimp hed-ha-hed hon buhez ;
Grit mac’h heuilhimp lezenn Doue,
’Vit mont ganeoc’h d’an Nenv, goude.
|