Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —
  1. Diskenomp holl, kristenien, diskenomp war-eun-dro,
    Betek e-kreiz an ifern d’ober eun tammig tro
    ’vit ma heuilhimp ar furnez, an onestiz kristen
    Hon miro ouz ar poaniou a bado da viken.

  2. An ifern a zo eul lec’h leun a denvalijenn,
    Ne weler kammed ennan eur fulenn sklerijenn,
    An doriou ’zo bet serret ha prennet gant Doue,
    Ha n’ o digoro biken ; kollet eo an alc’houe(z).

  3. An tangwall an euzusa ne deo nemet moged,
    E-kichen tan an ifern, pa grog er re daonet ;
    Hag aman e-kreiz an tan, ma tev korf, izilli,
    En ifern, korf hag ene chom bepred da virvi.

  4. Eno, war ar re zaonet o redet ar c’houez,
    A-berz lealded Doue, dalc’hmat hag hep paouez.
    Na pegen kriz ne vo ket eno ’ta ar vuhez,
    E-kreiz eun tan peurbadus, hep gallout kaout truez.

  5. Kaer devo eno yudal, klask distana o foan,
    Ne ray nemet o brouda war wasaat an tan.
    Siouaz kouezet en ifern, echu da bep pardon
    N’eus met dizesper eno o krignat ar galon.

  6. N’eo ket eur vuhez hounnez, klevout eno dalc’hmat
    Ar malloziou o koueza barrad war-lerc’h barrad :
    Tad ha mamm ha bugale bepred en em damall,
    O skei an eil egile, didruez, en tangwall.

  7. Pa vezer leun a yec’hed, yaouank ha dibreder,
    Da heul kement fals vignon, dinec’h-brao e reder ;
    Met e-kreiz tan an ifern, mignoned an douar,
    N’int ken met enebourien, ’vel chas klanv e kounnar.