- Eur goz linsel, pevar flanken,
Eun dorchenn blouz dindan ho penn,
Setu hepken ’r pez a chomo
Ganeoc’h-c’houi goude ho maro.
- Ha pa vec’h yaouank pe vugel,
N’it ket da gredi beva pell,
Ar vered a zo leun a dud
Skoet didruez ’kreiz o brud.
- Eur wech maro ha sebeliet,
Betek ho pez c’houi ’vo douget ;
Ho kerent eno ho lezo,
Hak a zeuy d’ar gêr, graet o zro.
- Piou a sonjo neuze ennoc’h,
Ha piou a bedo evidoc’h ?
Poanit ’ta da veva ervat,
Keit ha ma c’hellit labourat.
- Hoc’h holl oberou mat ha fall,
Ne day ken ganeoc’h d’ar bed all ;
Da eur ho maro ’vint pouezet
Gant ar Barner ’n deus o gwelet.
|