— 115 —
- Gwechall e oan eur palez aour
Da dri Ferson an Drinded,
Ha breman ne doun nemet paour,
Ha da Satan c’hoaz gwerzet.
- Perak n’eo ket deut, dizamant,
Ar maro kriz d’am gervel,
A-ziwar ma maen-badeziant,
Pe vailhurenn ma c’havell ?
- Neuze evelkent, ma Doue,
N’em bije ket bet tennet
Kounnar ma Mestr ha ma Roue,
Siouaz evel ma ’m eus graet.
- Pellait holl, fals vignoned,
Rak c’houi gant ho skoueriou fall,
Ma spered hoc’h eus peurdroet,
D’hoc’h heul, dre an hentou dall.
- Gant ho komzou lous ha mezus,
Ma c’halon bet mastaret,
He stad, na pegen truezus !
Pegement eo glac’haret !
- Ma Doue, gwalc’hit ma c’halon,
Gant daerou a binijenn ;
Roit d’in, ivez, ho pardon,
M’ho karin da virviken.
- En ho kalon em eus sanket
Eur c’hleze, o Pastor Mat !
Grit ma teuy an oan dianket,
Adarre da gaout e Dad.
|
N° XCII. — Selaouit gant spont hag eston.