1
Selaou ma breur ker
Tec’hout ra an amzer
Tremen ’ra pep tra
Nerz madou yec’hed
Yaouankiz ha kened
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
2
Skeudenn ar vuhez
Eo al lestr a welez.
Tremen ’ra pep tra.
E roudou er mor
’N em gloz a-vec’h digor.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
3
Deiziou prizius
Grasou gwella Jezuz,
Tremen ’ra pep tra.
Eur wech tremenet
En-dro ne zeuont ket.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
4
Tud skanv hag hep stur
A glask ar blijadur,
Tremen ’ra pep tra.
Fenoz o tansal,
Arc’hoaz er bez tenval.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
5
Tud a zo temptet,
Stourmit, stourmit bepred.
Tremen ’ra pep tra.
Echu d’ar brezel,
Ho po ar peuc’h nenvel.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
6
Berr eo pep devez ;
N’eo ket hir ar vuhez.
Tremen ’ra pep tra.
Klaskomp hepdale
Savetei hon ene.
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
7
Kant mil bloaz amzer
A zo c’hoaz gwall zister :
Tremen ’ra pep tra.
Nemet c’houi Doue,
Hon Mestr hag hon Roue,
Tremen ’ra pep tra. (2 w).
|
N° LXXXVIII. — Evit beva gant levenez.
|